ГлавнаяИсполнителиDao DeziTi Eliz Iza (Love Palace mix)
название:

Ti Eliz Iza (Love Palace mix)


автор:

Dao Dezi


рейтинг: ★★★★★ / 4.8 / 813 просмотров
En ti Eliz Iza 'zo ur plac'hig
Eurus, dous, koant 'vel un aelig

Eurus, dous, koant 'vel un aelig
He anv 'zo Kaourantenig

'Vont d'an Ejip dre ar Saozon
Ma zad 'zo beuzet kreiz ar mor don

Kalon ma mamm baour a ranne
Pa n'oa klevet ar c'helou-se

War vord ar mor, war ur garreg
Kaorantenig 'ouele dourek

"Allas, allas piv ez on-me
Me n'am eus den war ar bed-man

Me n'am eus den war an douar
Na tad na mamm, na breur na c [bad word] 
'Barzh an nenvou zo un tad mat
Rumengol 'zo ur vamm vat"

Kaourantenig 'ouele dourek
Rumengol p'oa erruet

"Gwerc'hez Vari, me a zo paour
N'am eus mann 'bet, blev melen aour

Me m'eus na koar na goulaouenn,
Netra, netra, 'met ma fedenn

Me a ray deoc'h 'vit kurunenn
Ur gudenn deus ma blev melen"

Послушать/Cкачать эту песню
Mp3 320kbps на стороннем сайте
А как ты думаешь, о чем песня "Ti Eliz Iza (Love Palace mix)" ?
2010-2020 © WebKind.Ru Тексты песен